Mont d’an endalc’had

Livia Orestilla

Eus Wikipedia
Livia Orestilla hervez "Promptuarii Iconum Insigniorum "

Livia Orestilla, pe Cornelia Orestilla, a voe un impalaerez roman, evel eil pried Caligula, da lavarout eo adal ar bloaz 37 pe 38, e-keit ma padas an eured-se.

A-raok-se e oa bet dimezet Livia Orestilla da Gaius Calpurnius Piso (an hini a gemeras perzh en un irienn da ziskar Neron en 65). Pedet o doa Caligula d'o eured. Hag an impalaer da reiñ urzh da gas ar wreg nevez d'e gambr. Neuze e voe rediet an ozhac'h da freuziñ e eured evit reiñ tro d'an impalaer da zimeziñ da Livia. Hervez an daou istorour Dion Cassius ha Suetonius e c'hoarvezas kement-se holl e-kerzh lidoù eured Piso hag Orestilla.

Gouez da Suetonius e reas Caligula pegañ ur skrid-embann en deiz war-lerc'h, d'an holl da c'houzout en doa ur wreg nevez, hervez doareoù Romulus hag Augustus, o devoa laeret gwragez digant ezhec'h all.

Un toullad deizioù war-lerc'h e tizimezas Caligula digant Orestilla, hag e verzas outi daremprediñ Piso ken.

Daou vloaz goude e voe harluet Orestilla d'un enezenn bell war zigarez ma oa distroet davet he c'hentañ pried.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]