Litai

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Al Litai (un anv lies, eus ar gregach Λιτή, «pedenn») a oa speredoù hag a arouezie ar bedenn e mojennoù Hellaz kozh.

Hervez Homeros (en Ilias, navet levrenn), int merc'hed da Zeus, kamm ha roufennet, met n'eus meneg ebet eus o mamm pe o niver. Dalc'hmat e vezont war-lerc'h merc'h all Zeus, Ate (ar follentez), met buanoc'h evito e red o c'hoar.

Ma'z a unan bennak da lavarout droug diwar o fenn ez eont davet Zeus da glemm da c'houlenn ma vo kaset Ate dezhañ.