LitRPG
Iskevrennad eus | speculative fiction literature ![]() |
---|---|
Levezonet gant | RPG ![]() |
LitRPG pe GameLit, berradur eus an droienn saoznek Literary Role Playing Game (brezhoneg: c'hoari rol lennegel) zo un doare-lennegezh kemmesk etre c'hoarioù video rol gant lodennoù eus al lennegezh skiant-faltazi pe moliac'h. Krog e oad da implij an droienn e 2013.[1] El LitRPG ez eus lodennoù c'hoari, a ya d'ober diazez an istor, ha statistikoù RPG (da skouer an nerzh, speredegezh, an nerzh tagañ pe difenn) zo ul lodenn a bouez eus arnod al lennerien. [2] Dre-se eo disheñvel diouzh oberennoù liammet ouzh bed ar c'hoarioù roll, evel ar re a dremen en hollved Dungeons & Dragons; pe levrioù hag a zo c'hoarioù, evel ar re "choaz-da-avantur" evel ar re doare Fighting Fantasy; pe c'hoarioù a vez taolennet, evel er MUD pe faltazi etreoberiat. Da gustum, an dudenn bennañ el Lennegezh RPG a oar emañ en ur bed c'hoari pe liammet ouzh ur bed c'hoari ha klask a ra uhelaat e statistikoù evit mont war-raok.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar soñj da vezañ e-barzh ur c'hoari video n'eo ket nevez[3]. Andre Norton gant Quag Keep (1978) a ro tro da vont e bed tudennoù ar c'hoari D&D. Larry Niven ha Steven Barnes gant Dream Park (1981) a sav ur bed gant un doare LARP evel un abadenn skinwel gwirion en dazont (2051). Gant kresk an MMORPGs er bloavezhioù 1990 e oa deuet war-wel romantoù skiant-faltazi a dremene e bedoù c'hoarioù-video evel hollved. Ar re gentañ a oa bet Killobyte gant Piers Anthony embannet e 1993, tetralogiezh Tad Williams eus 1996–2004 anvet Otherland, Epic gant Conor Kostick e 2004 [4] hag Halting State gant Charles Stross embannet e 2007. E Taiwan, ar c'hentañ romant a oa bet gant Yu Wo hag anvet ½ Priñs (½ 王子 Èrfēnzhīyī Wángzǐ), hag embannet e miz Here 2004.[5]
Notennoù ha daveennnoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Level Up publishing What is LitRPG"
- ↑ Серия книг LitRPG gant EKSMO.
- ↑ Miller, Paul (28 a viz Mae 2016). What is LitRPG and why does it exist?.
- ↑ Browne, Elena (1añ a viz Meurzh 2018). Conor Kostick on Ready Player One, Epic and LitRPG.
- ↑ Kuo, Grace (3 a viz Even 2012). "Taiwan novelist captures hearts of youngsters at home and abroad", Taiwan Today.