Lisoueg
Neuz
Ur yezh sinek-tibetek eus isskourr ar yezhoù lisoueg eo al lisoueg (li(su), lesuo, yao yen, lisoueg ar su, chung, hedi, lip'a pe khae) komzet gant tro-dro da 657 000 den en holl e kornôg Yunnan e Sina (515 000 den e 1990), en India, Myanmar (126 000 den e 1987) ha Tailand (16 000 den e 1993).
Peurliesañ e vez skrivet gant ul lizherenneg ispisial bet diorroet a-ratozh-kaer anvet lizherenneg fraser [1].
Teir rannyezh pennañ ez eus, tost a-walc'h an eil re d'ar re all :
- Lisoueg houaek (hua lisou pe lisoueg ar bleunioù),
- Lisoueg paiek (pai lisu pe lisoueg gwenn),
- Louchieg (lu shi).