Lisbeth Salander

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Lisbeth Salander a zo un dudenn faltazi krouet gant ar skrivagner svedat Stieg Larsson hag a gaver en "Deiroberenn Millennium". Er filmoù svedat diazezet war ar romantoù ez eo an aktorez Noomi Rapace a c'hoari perzh Lisbeth Salander.

He buhez evel ma'z eo kinniget er romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War a lenner er romantoù e vefe ganet Lisbeth Salander d'an 30 a viz Ebrel 1978. Ur c'hevellez anvet Camilla he deus, met n'o deus tamm darempred ebet. Sophia Agneta Sjölander (ganet e 1960) eo anv he mamm, mervel a ra a e dibenn Millennium 1. Alexander Zalachenko eo anv he zad, ur spier soviedat e oa. Boas e oa da wallañ Sophia Agneta ha da skeiñ ganti. Pa oa 12 vloaz o merc'h e lakaas dour-tan en ur pod laezh hag e taolas anezhañ war he zad pa oa en e garr ha goude-se ec'h enaouas un alumetezenn ha devet e voe he zad. Goude-se e voe kaset Lisbeth Salander da vredospital Sant Stefan evit ar vugale. Er romantoù ez eo kinniget Lisbeth Salander evel ur plac'h dreistvarrek war ar matematik, ha tapet gant sindrom Asperger. Un hacker eo ivez, ha bras-divent eo he memor. Ur c'hulator he deus abalamour d'ar pezh a reas d'he zad.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]