Noomi Rapace

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Noomi Rapace

Noomi Rapace er Paris Fashion Week , 2019
Noomi Rapace er Paris Fashion Week , 2019

Anv ofisiel Noomi Norén
Ganedigezh 28 a viz Kerzu 1979
Broadelezh svedat
Micher(ioù) Aktorez
Internet Blog Noomi Rapace
IMDB IMDb


Noomi Rapace (ganet Norén d'an 28 a viz Kerzu 1979 e Hudiksvall) a zo un aktorez svedat. Dimezet eo bet d'an aktor svedat Ola Rapace. He c'hoar, Særún Norén hec'h anv, a zo luc'hskeudennerez.[1] Noomi Rapace he deus gounezet priz an aktorez wellañ evit he ferzh evel Lisbeth Salander en tri film "Millennium", hag anvet eo bet ivez gant an tri film-se evit priz Filmoù Europa.[1]

Nina Norén, un aktorez svedat eo he mamm, ha Rogelio Durán, ur c'haner flamneco a orin eus Badajoz eo he zad. Hervezi ne welas ket kalz he zad a-raok ma varvfe e 2007. Pa oa Noomi Rapace 5 bloaz e kuitaas Sveden da vont da Flúðir, Island, gant he mamm hag he zad-kaer.

Pa oa 7 vloaz Noomi Rapace e c'hoarias er film digomz Í skugga hrafnsins gant Hrafn Gunnlaugsson. A-drugarez d'ar film-se eo e fellas dezhi dont da vezañ aktorez.[2] Pa oa 15 vloaz e kuitaas ti he zud da vont da zeskiñ ar vicher aktorez e Stockholm. [3] E 1996 e d'hoarias perzh Lucinda Gonzales er stirad Tre kronor. Etre 1998 ha 1999 e studias e Skara Skolscen. E 2000-2001 e labouras e Theater Plaza, en Orionteatern e 2001, e Teater Galeasen e 2002, hag e Stockholms stadsteater e 2003. Meulet eo bet he labour aktorez er film danat Daisy Diamond (2007), evit he roll a Leena en Beyond (2010), Anna en The Monitor (2011), Madame Simza Heron en Sherlock Holmes: A Game of Shadows (2011), an doktorezh Elizabeth Shaw en Prometheus (2012), Beatrice en Dead Man Down (2013), Raisa Demidova en Child 44 (2015), kement hag evit ar seizh roll penn en What Happened to Monday (2017).

Buhez personel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Noomi Rapace e 2017

Rapace a zo bet dimezet gant an aktour svedat Ola Norell (ganet Pär Ola Norell) e 2001. Evit dimeziñ ar c'houblad en devoa choazet al lesanv Rapace, peogwir e sone "mat." Bet o deus bet ur mab, Lev, ganet e 2003. E miz Gwengolo 2010, e oa kroget an dizimeziñ, ar pezh a voe echuet e 2011.

Filmoù ma c'hoari enno (un dibab)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Í skugga hrafnsins, 1988
  • Män som hatar kvinnor (Millennium 1), 2009
  • Flickan som lekte med elden (Millennium 2), 2009
  • Luftslottet som sprängdes (Millennium 3), 2009

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]