Linenn Benrath

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Al linenn Benrath (maken/machen) hag al linenn Speyer (Appel/Apfel), an izoglosoù pennañ a-dreuz domani yezhoù germanek ar c'hornôg.

Al linenn Benrath (Benrather Linie en alamaneg) zo un izoglos e yezhoniezh alamanek hag a zisparti rannyezhoù ma lavarer maken evit "ober", gant ar soniad /k/ en hanternoz, ha machen gant ar soniad /x/ er c'hreisteiz. En em astenn a ra al linenn-se adalek Benrath (e Düsseldorf) hag Aachen betek Frankfurt an der Oder, e reter Alamagn.

Etre an trede hag an IXvet kantved e c'hoarvezas, war dachenn yezhoù germanek ar c'hornôg, ur c'hemmadur eus ar c'hensonennoù ha mont a reas ar c'hensonennoù tarzh divouezh da gensonennoù ruz. En hanternoz d'al linenn e voe miret ar son orin /k/ er verb maken (ober), hag er c'hreisteiz ez eas d'ar son /x/ (machen). Gant ar c'hemm-se e tiforc'her ar rannyezhoù alamanek izel en hanternoz hag ar rannyezhoù germanek uhel er c'hreisteiz (rannyezhoù alamanek ar c'hreiz en o zouez). Al linenn Benrath a reer anezhi ivez "linenn maken-machen".

Seul belloc'h ez eer war-zu ar c'hreisteiz, seul splannoc'h eo efedoù ar c'hemmadur kensonennoù-se. Al linenn Benrath avat n'eo ket ar vevenn hanternosañ anezhañ, rak un izoglos all zo, al linenn Uerdingen, hag a zisparti an daou zistagadur ik ha ich evit ar raganv gour unan, un tammig pelloc'h en hanternoz.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]