Likoma (enez)

Eus Wikipedia
Lenn Malawi gwelet eus enez Likoma
Lec'hiadur Likoma ha Chizumulu

Enez Likoma eo an enezenn annezet vrasañ e lenn Nyasa.

Asambles gant un enezenn all, Chizumulu, ec'h a d'ober un distrig eus Malawi daoust m'emañ en doureier e dalc'h Mozambik. Misionerien anglikan a'n em ziazezas eno e 1880 ha dre-se e voe staget Likoma ouzh Malawi pa voe treset an harzoù e reter Afrika goude an eil brezel-bed.