Light My Fire

Eus Wikipedia

Light My Fire a zo ur ganaouenn saoznek gant ar strollad sonerien rock stadunanat The Doors.
Petra bennak ma oa bet lakaet ar sonenn war gont ar strollad a-bezh, peuzsavet e voe gant ar gitarour Robby Krieger (1946-) e gwirionez.

Enrollet adalek ar 24 betek an 31 a viz Eost 1966 ne voe ket embannet a-raok ar 4 a viz Genver 1967[1] pa deuas e-maez The Doors, kentañ albom ar strollad. Dre ma pade ouzhpenn seizh munutenn e voe embannet ur bladennig daou ditl diwezhatoc'hik (tu B : The Crystal Ship) ma oa kalz berroc'h (2:52) Light My Fire.
Ouzhpenn izili boas The Doors — John Densmore (1944-), Robby Krieger, Ray Manzarek (1939-2013) ha Jim Morrison (1943-1971) — e voe pedet ar soner gitar-boud Larry Knechtel (1940-2009) da gemer perzh en enrolladur.

Arru mat e oa Light My Fire gant yaouankizoù an ampoent ha plijus-kenañ e oa ar pozioù "Girl, we couldn't get much higher" dezhe. Se zo kaoz e voe goulennet gant ar strollad ober gant "Girl, we couldn't get much better" da-geñver an abadenn skinwel The Ed Sullivan Show a oa da vezañ dalc'het d'ar 17 a viz Gwengolo 1967, betek-gouzout na vije bet komprenet evel un atiz da gemer dramm. Daoust ma oa bet roet e c'her d'ar produour Robert Precht[2] e heulias Jim Morrison e benn ha distagañ fraezh ar gerioù berzet a reas, evel-just. Ken e nac'has Ed Sullivan stardañ e zorn d'ar c'hanour.

Adkanet eo bet gant nouspet arzour all, en o zouez Shirley Bassey, Eliane Elias, José Feliciano, Astrud Gilberto, Al Green, Isaac Hayes, Kotoko, Julie London, Johnny Mathis, Amanda Overmyer, Amii Stewart, UB40, Jackie Wilson, Stevie Wonder, Will Young, ...

Selaou Light My Fire...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn ar gerioù...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]