Liderezh an Eurioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Liderezh an Eurioù eo pedenn bemdeziek ar gristenien rannet e meur a brantad anvet ofisoù. Bez ez eus etre 3 hag 8 ofis bemdez, hervez ar sistemoù. Gant an doare-ober-mañ e kendalc'her gant doare kozh ar Yuzevien a gane salmoù meur a wech bemdez. Pezh a glask ar feizad ober eo pediñ dizehan, hervez a lavare Jezuz d'e ziskibien.

« Pedenn an deiz » a zo ul levr-pediñ gant pedennoù pemdeziek an Iliz, embannet e 1988 gant Minihi Levenez, ha skrivet e skolveurieg. Ennañ e kavor ar bedenn-vintin (laodez) hag ar bedenn-noz (gousperoù) evit holl zevezhioù ar bloaz.