Li Wenliang
- Arabat droukveskañ gant Li Wenliang ar mestrc'hoarier echedoù.
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Republik Pobl Sina |
| Anv e yezh-vamm an den | Li Wenliang |
| Anv-familh | Li |
| Deiziad ganedigezh | 12 Her 1985 |
| Lec'h ganedigezh | Beizhen |
| Deiziad ar marv | 7 C'hwe 2020 |
| Lec'h ar marv | Wuhan |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | COVID-19 |
| Pried | Fu Xuejie |
| Yezh vamm | mandarineg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | yezhoù sinaek |
| Micher | mezeg |
| Tachenn labour | ophthalmology, Kleñved-red Wuhan |
| Implijer | Central Hospital of Wuhan |
| Bet war ar studi e | Wuhan University School of Medicine |
| Lec'h annez | Wuhan, Xiamen, Wuhan, Beizhen |
| Lec'h labour | Wuhan |
| Deroù ar prantad labour | 2011 |
| Dibenn ar prantad labour | 7 C'hwe 2020 |
| Strollad politikel | Strollad Komunour Sina |
| Liv ar blev | blev du |
| Liv an daoulagad | dark brown |
| Kleñved | COVID-19 |
| Darvoud-alc'hwez | COVID-19 pandemic in Hubei, Shichen virus |
| Prizioù resevet | Paracelsus Medal of the German Medical Association |

Li Wenliang (sinaeg: 李文亮), ganet d'an 12 a viz Here 1986 e Beizhen hag aet da Anaon d'ar 7 a viz C'hwevrer 2020 e Wuhan, a oa ul lagadour sinaat o labourat en Ospital kreiz Wuhan. Brudet eo bet evel kelaouer eus ar c'hleñved COVID-19 adalek an 30 a viz Kerzu 2019. Bet e oa o tivizout war WeChat gant 7 medisin all diwar-benn ur c'hleñved nevez o redek dre Wuhan. Siwazh evitañ e oa bet treuzkaset e skridoù dre an internet sinaat. D'an 3 a viz Genver 2020, polis Wuhan en doa harzet anezhañ ha rediet anezhañ da sinañ ur follenn a embanne e oa un dañjer evit an urzh sokial hag e lakae falskomzoù da redek. Li a oa distroet d'al labour ha kendalc'het da glask pareañ an dud. Tapet en doa ar c'hleñved ha marvet e oa d'ar 7 a viz C'hwevrer 2020.
Goude e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech marvet ar medisin Li e oa bet kounnaret-du an dud e Sina. En desped d'ar c'hontrolerezh er vro ez eus un toullad tud, dre an internet pe er straedoù, o lidañ aberzh an den hag o tagañ ar Strollad komunour hag an doare ma'z eo bet graet war-dro ar c'hleñved. Aon bras zo gant ar galloud sinaat e vefe marv Li evel hini Hu Yaobang, en devoa degaset Manifestadegoù ar blasenn Tiananmen e 1989.
Buhez prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Li a oa dimezet hag ur bugel a oa gant ar c'houblad a-raok ma errufe ar c'hleñved-red. Pa oa marvet an doktor Li e oa dougerez e wreg. Pa oa kroget da vezañ klañv, an doktor a oa aet da vevañ en un ostel evit chom hep kontammañ e familh a-raok bezañ kaset d'an ospital d'an 12 a viz Genver. Siwazh dezhañ e dud a oa klañv gant ar c'hurunviruz.