Lezenn ar re disfiz warno

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Skrid al lezenn a ro urzh da herzel an dud disfiz warno.

Lezenn ar re disfiz warno, La Loi des suspects, a oa ul lezenn votet d'ar 17 a viz Gwengolo 1793 da vare ar Spont bras, ul lodenn eus an Dispac'h gall. Dre al lezenn-se e oa bet kroget gant gwelet ar reveulzi c'hall o vont war hent al lazhadegoù bras. Ar frankizoù hag ar gwirioù hiniennel a oa taget evit reiñ un digarez da dalañ ouzh an enep-reveulzierien.

Arabat eo kemmeskañ gant al Loi de sûreté générale, a voe lesanvet Loi des suspects ivez, hag a oa bet lakaet e pleustr gant Napoleon III e 1858; honnezh a roe an tu da vac'hañ an enebourien d'ar galloud. Drezi e c'helled herzel ha harluiñ tud (hep barnadenn) kondaonet evit un torfed politikel bet graet abaoe 1848.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Lezenn ar redisfiz warno" n'e oa ket ul lezenn e gwirionez : un dekred e oa, a oa bet votet gant ar Goñvañsion vroadel diwar kinnigoù Philippe-Antoine Merlin de Douai ha Jean-Jacques-Régis de Cambacérès.

A-raok an dekred-se, dekred ar 17 a viz Du 1791 a lakae da vezañ disfiziet ar veleien chomet didou. Ar re-se kement ha kerent an divroidi a oa klasket war o lerc'h, toullbac'het ha betek lazhadeget gant ar re sans-culottes adalek an 10 a viz Eost 1792, hag a voe penn-kentañ freuz ar galloud roueel da vat goude ma voe bet arsavet ar roue Loeiz XVI gant ar bodad lezennel.

Ar menneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre an dekred-se war an dud disfiz warno e oa lakaet da zisfizius ar re "o dije dre o emzalc'h, pe dre o liammoù, pe dre o c'homzoù pe skridoù, en em lakaet war-raok evel harperien d'an tiranelezh pe d'ar gevredadelezh hag enebourien d'ar frankiz, ar re na c'hellfent ket testenniñ, dre an doare menneget e dekred an 21 a viz Meurzh diwezhañ, eus o mammennoù bevañ hag eus o gwirioù keodedour, ar re a vefe bet nac'het dezho o testenniñ kedodedourel."