Mont d’an endalc’had

Levrierezh

Eus Wikipedia
Ur stal levrioù e Kolkata e 2022

Al levrierezh eo kenwerzh al levrioù, da lavaret eo penn diwezhañ chadenn ar vicher embann. Levrdierien, levrierien a reer eus an dud a labour er vicher gwerzhañ levrioù dre ar munud.

E Henroma er 1 kantved a-raok Jezuz Krist e oa ar c'hiz, e-touez ar pennadurezhioù, da sevel levraouegoù prevez ; diwar-se e tiwanas un obererezh kenwerzhel evit klask adwerzhañ levrioù[1].

Diwar berzh ar relijion gristen e kreskas ar goulenn war al levrioù : avieloù, bibloù, addisplegoù, ha skridoù evit al liderezh, koulz evit ezhommoù an Iliz ha re an dud prevez. Krouidigezh an deskadurezh uhel dindan paeroniezh an eskibien en XIIvet kantved a vroudas kenwerzh al levrioù eilskrivet war parch.

Pelloc’h, pa voe ijinet ar moullañ, e teuas war wel embregerezhioù nevez a c’helle klask testennoù da embann, o lakaat da vezañ moullet hag o gwerzhañ o-unan.

E-doug ar XVIvet hag ar XVIIvet kantvedoù e teuas an Izelvroioù da vezañ ar greizenn bennañ evit al levrierezh, hag e kreskas he fouez diwar kontrollerezh ar moulladurioù a oa e meur a Stad en Europa.

Un emdroadur bras a zeuas diwar diorroadur ar c’hehentiñ dre Internet pa voe savet rouedadoù elektronek kenwerzhel war ur vent bedel.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Dix, T. Keith , Public Libraries in Ancient Rome: Ideology and Reality. Libraries & Culture, University of Texas Press, 1994.