Levr ar Furnez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Levr Furnez Salaun (Codes Gigas), dornskrid eus an XIIIvet kantved eus manati Podlazice, miret e Levraoueg Vroadel Sveden

Levr ar Furnez zo unan eus levrioù eilkanonel an Testamant Kentañ. Ne gaver anezhañ nemet e Bibl ar Seikont hag er Bibl katolik eta.

Bet eo bet skrivet al levr er c'hantved diwezhañ KJK, war-dro ar bloaz 50 gant ur Yuzev o chom en Egipt, moarvat en Aleksandria. Skrivet eo bet e gresianeg hag anavezet mat eo ar yezh-se gant an oberour. Anvet eo bet "Furnez Salaun" e Bibl ar Seikont. Boaziet oa furien Israel da lakaat war anv ar roue brudet an holl skridoù a furnez (da skouer ar C'hrennlavarioù, Levr ar Prezeger).

Diskouez ar a ar mennozhioù hag ar geriadur en deus an oberour un anaoudegezh resis eus al lennegezh hag ar sevenadur gresianek. Mirout a ra ur garantez divrall evit feiz hag hengounioù Israel hep ober fae evit-se war ar pezh a zo talvoudus en-dro dezhañ.

Teir lodenn a gaver el levr :

- Ar pennadoù 1-6 a ziskouez tonkadur an den hervez Doue : disheñvel-mik eo hent ar re fur diouzh hini ar re fallakr. N'eus netra da c'hortoz evit ar vuhez da zont , nemet ha heuliet e vee bremañ hent ar furnez.

- Ar pennadoù 7-9 ha zispeg petra eo ar Furnez.

-Ar pennadoù 10-19, diazezet war darvoud an Ermaeziadeg a ziskouez pegen dibar eo Furnez Israel a zo el Lezenn roet dezhañ gant Doue. Ur sklêrijenn eo evit ar pobloù. Mennozh ur vuhez da zont evit ar re just ha zoken hini dasorc'hidigezh ar c'horfoù a gaver el levr.


Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (br)Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, pp 127-128
  • (fr)La Bible de Jerusalemn, Cerf, embannadur 1998, pp 1133-1335