Let It Be Me (Everly Brothers)
Neuz
Let It Be Me zo ur ganaouenn saoznek bet brudet gant al laz stadunanat Everly Brothers.
Orin gallek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallek avat eo ar ganaouenn orin, "Je t'appartiens", kanet gant Gilbert Bécaud e 1955, ton gant Bécaud ha son gant Pierre Delanoë. Enrollet e voe ivez gant Les Compagnons de la chanson.
Doare saoznek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe komzoù saoznek gant Manny Curtis ha kanet e voe e 1957 gant Jill Corey en abadenn skinwel Climax! Ur bladenn a voe graet, bihanik e voe he brud.
Hogen brudetoc'h kalz e voe doare an Everly Brothers, a voe kanet ivez gant Elvis Presley, Bob Dylan, George Harrison.