Let's Spend the Night Together (kanaouenn)
Let's Spend the Night Together (Tremenomp an nozvezh asambles) a zo ur ganaouenn saoznek savet gant Mick Jagger (1943-) ha Keith Richards (1943-).
E miz Du 1966 e voe enrollet ar sonenn er Studioioù Olympic[1] gant ar strollad sonerien vreizhveuriat The Rolling Stones hag embannet d'an 13 a viz Genver 1967[2] war tu B ur bladennig daou ditl ; 3'36" eo he fad, e-skoaz Ruby Tuesday, war an tu A, hag a bad 4'31". He c'havout a reer ivez evel kentañ kanaouenn an albom studio Between the Buttons a voe embannet e Stadoù-Unanet Amerika d'an 11 a viz C'hwevrer da-heul. Tra ma voe pedet an arzour stadunanat Jack Nitzsche (1937-2000) da seniñ ar piano da-geñver an abadennoù enrollañ ne seblant ket ar soner gitar-boud Bill Wyman (1936-) bezañ kemeret perzh enne !
E dibenn ar bloavezhioù '60 e kave da dud 'zo e oa gwall lampr pozioù Let's Spend the Night Together. Ma tivizas un nebeud savlec'hioù skingomz skignañ Ruby Tuesday kentoc'h. Pedet e oa bet The Rolling Stones en abadenn skinwel The Ed Sullivan Show ha reiñ e c'her d'ar c'hinniger Ed Sullivan a reas Jagger e vije kemmet ar gerioù "let's spend the night together" e "let's spend some time together". Tra lavaret a voe sevenet, ar pezh na viras ket ouzh Jagger ha Wyman a dreiñ o daoulagad ouzh ar c'hamera skinwel en ur ganañ ar pozioù nevez...
Kanet eo bet gant un nebeud arzourien all, David Bowie[3], CCCP, Roger Chapman, Jerry Garcia Band, Keel, Claudine Longet, Lukas Rossi, Tina Turner, Muddy Waters ha The Like en o zouez.
Ar gerioù...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Let's Spend the Night Together kanet gant The Rolling Stones.
- Let's Spend the Night Together kanet gant David Bowie
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hiet e karter Barnes, Londrez (Bro-Saoz).
- ↑ Er Rouantelezh-Unanet.
- ↑ Eizhvet kanaouenn e albom Aladdin Sane (1973).