Lestr-spluj 361 (Sina)

Eus Wikipedia
Tresadenn eus ul lestr-spluj Ming III

Al Lestr-spluj No. 361 anvet Ar voger vras #61 (长城61号) a oa ul lestr-spluj eus Morlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina Doare-035AIP (adsevel eus an ES5E) (kod AFNA Ming III) gant ur c'heflusker tredan ha diesel. E miz Ebrel 2003, e-pad ur c'hourdonadenn er Mor Melen etre Norzhkorea ha Proviñs Shandong e Sina, al lestr-spluj en devoa ur gwallzarvoud a lazhas an 70 martolod. Unan eus gwashañ gwallzarvoudoù milourel e-pad ur mare a beoc'h e voe evit Sina. Ar c'homandant eus ar morlu Shi Yunsheng hag ar c'homiser politikel Yang Huaiqing a voe skarzhet goude ar gwallzarvoud.