Les Shadoks
Les Shadoks a zo un heuliad tresadennoù-bev gallek, 208 degouezh ennañ, 2-3 munutenn anezho, krouet gant Jacques Rouxel, hag embannet gant AAA (Animation Art-graphique Audiovisuel) eus 1968 betek 1973 (tri c'houlzad a vo skignet). Kenderc'hel a reas goude troioù-kaer ar Shadoked e miz Genver 2000 war Canal+ (evit ur pevare koulzad) hag adskignet e voe gant Cartoon Network.
Endro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Shadoked a zo doareoù laboused ront gant divaskell bihan-bihan ha gant pavioù hir-mat. Ne ouzer ket re vat petra eo orin pe ster o anv : a-hervez e vefe un doare dave d'ar c'habiten Haddock.
O c'hevezerien, ar Gibied, a zo ur spesad speredekoc'h egeto a-bell. Anvet int Gibi, diwar an doare saoznek da zistagañ berradur "Great-Britain" (Breizh-Veur). Gallout a reont tabutal etrezo en doare dispac'hel a-walc'h; dre eskemm o zok pompad (termenet eo ar Gibi gant e dok hag ur morfologiezh-den). O brasañ ober a zo sevel mekanikoù efedus-tre evit o dudi, ha c'hoarzhin eus oberezhioù ar Shadoked.
E pep koulzad e vez gwelet ar Shadoked en o zroioù-kaer evit, da skouer, cheñch planedenn... Diaes e vo dezho !
Tudennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Mestr Shadok
- Ar C'helenner Shadoko
- An Divinour Plomber
- Ar Shadok Martolod
- Ar Shadok Poblañs
Danevellet e veze o zroioù-kaer gant an aktour gall Claude Piéplu.
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloaz 2000 e oa bet troet darn eus ar rannoù e brezhoneg, gant Yvon Gourmelon, ha skignet gant France 3 Breizh.