Les Crayons

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Les Crayons (Ar C'hreionoù) a zo ur ganaouenn c'hallek bet savet ar gerioù anezhi gant Bourvil (1917-1970) e miz Kerzu 1944 da zrevezañ sonennoù gwirvoudel an ampoent.
Savet e voe an ton gant ar soner Étienne Lorin (1913-1975).

Kanet e voe gant Bourvil e-barzh ar film La Ferme du pendu, sevenet e 1945 gant Jean Dréville, ma talc'h-eñ perzh ur boureller o kanañ Les Crayons da-geñver un eured. N'eo nemet e 1946 ma voe embannet gant Pathé[1].

Selaou Les Crayons ha lenn ar gerioù...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]