Leptchaeg
Neuz
Ur yezh sinek-tibetek eus isskourr yezhoù leptchaek eo al leptchaeg (lepcha, rong pe nünpa) komzet gant tro-dro da 31 000-32 000 den (1991) en India (38 000 den e 1997) dreist-holl e Sikkim ma vez implijet er skolioù, hag ivez e Bhoutan (2 000 den e 1993) ha Nepal (1 270 den e 1961).
Teir rannyezh a zo:
- Ilameg (ilammu)
- Tangsangeg (tangsangmu)
- Redjongeg (rengjongmu)
Skrivet e vez gant un doare-skrivañ ispisial, ar skritur leptchaek pe róng.