Leopold Iañ von Baden
Leopold Iañ von Baden (Karlsruhe 1790-1852 Karlsruhe) a voe dug-meur Baden adalek 1830.
Mab e oa da Karl Friedrich von Baden, margrav, dilennour, deuet da vout dug-meur Baden e 1806, ha d'e eil pried Louise-Caroline Geyer von Geyersberg, kontez Hochberg.
E 1817 e voe embannet gant an dug-meur Karl II, ha n'en doa nemet merc'hed, e renje Leopold. Mervel a reas prestik goude hag e eontr an hini a voe lakaet da roue, evel Ludwig Iañ von Baden .
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gouhere 1819 e timezas Leopold da Sophie Wilhelmine von Schleswig-Holstein-Gottorf (1801-1865), gournizez dezhañ, merc'h da Gustav IV Adolf, roue Sveden diroueet ha troet foll, ha da Friederike Dorothea von Baden. E vamm-gaer hag e zanvez-pried a oa o vevañ-bevaik en harlu e Baden. Ne oa ket plijet ar vamm-gaer rouanez, pe bet rouanez, gant un dimeziñ ken paour, met ken fall e oa an traoù ganti ma ne oa ket bet evit nac'h.
Bugale o doe Leopold ha Sophie Wilhelmine
- Alexandrine (1820-1904)
- dimezet e 1842 d'an dug Ernst II von Sachsen-Coburg und Gotha (1818-1893)
- Ludwig (1822-1822)
- Ludwig II (1824-1858) a droas foll;
- Friedrich Iañ von Baden (1826- 1907) rejant etre 1852 ha 1858
- dimezet en 1856 da Louise de Prusse (1838-1923),
- Wilhelm (1829-1897), jeneral en arme Prusia
- dimezet da Maria Maximilianowna von Leuchtenberg, dugez Leuchtenberg, merc'h da
- Karl (1832-1906)
- dimezet e 1871 da Rosalie von Beust, kontez Rhena (1845-1908), merc'h da Freiherrn Wilhelm von Beust
- Marie (1834-1899)
- dimezet e 1858 da Ernst zu Leiningen (1830-1904)
- Cäcilie, pe Olga Feodorovna,( 1839 -1891)
- dimezet 1857 da Michael Nikolajewitsch Romanow (1832-1902)