Leoniged ar c'halifad
Leoniged ar c'halifad pe Cubs of the caliphate pe Achbal al-khilafa en arabeg[1],[2] a vez graet eus aozadur yaouankiz ar Stad Islamek. Evel pep aozadur gant ur sell hollveliek, ar Stad Islamek a glask mestroniañ ar re yaouank. Bugale a vez degemeret pe rediet da vont en aozadur, gant ar pal desevel anezho evit dont da vezañ ar remziadoù djihadourien o tont. Brudet eo bet an aozadur dre lakaat bugale e-kreiz ar filmigoù propaganda gant ar Stad Islamek. Ar re-se a oa taolennet o lazhadegañ prizonidi gant doareoù feuls.
Izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An izili a zo bugale yaounk-flamm adal 5 pe 8 bloaz hervez ar mammennoù betek 16 vloaz[3] .
Gourdoniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gourdoniñ a grog gant ur skol prientiñ lec'h ma vez kaset ar vugale. Eno e vez lakaet pouezh bras war deskadurezh ar C'horan, ar gourdonerezh armet hag al lazhadegañ tud. Devezh ul leonig a grog da 4eur mintin gant ur bedenn, goude-se e vez "prezegennoù" war an Islam. War-lerc'h e vez kavet gourdonezrezhioù korf, kentelioù arabeg hag evit echuiñ deskadurezh dre eñvor gwerzennoù ar C'horan.
Ar vugale a vez rediet da stourm etrezo evit dont da vezañ kreñvoc'h hervez ar mistri. Lakaet e vezont da sellet filmouigoù feuls pe filmouigoù enep kornôgel o lakaat war-raok gant ur sell propaganda broioù ar C'hornôg.
Ar soudarded
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech echuet ar skol gourdoniñ e vez implijet ar vugale pe evit ar videoioù propaganda o lazhadegañ tud, pe evel polis politikel o tiwall ma vefe doujet ouzh reolennoù ar Stad Islamek gant ar brashañ niver a dud. Kaset e vezont ivez d'ober tarzhadennoù-emlazh, pe da gemer perzh en emgannioù pa vank soudarded d'ar Stad Islamek.
Kolloù denel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diaes spontus eo kaout sifroù sklaer a-zivout an aozadur Leoniged ar c'halifad. Hervez un dezrevell gant an ABU e vefe bet lazhet 89 bugel (d'an nebeutañ), gant un oad etre 12 ha 16 en emgannioù evit ar bloavezh 2015. War an hollad-se 39% anezho a vefe marvet dre tagadennoù-emlazh. Der Spiegel ar gazetenn brudet alaman a istim e vefe 1500 bugel en aozadur er bloavezh 2016.
Kudennoù psikologel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul lodenn eus ar vugale a vez kavet en aozadur Leoniged ar c'halifat a zo bugale gant kudennoù psikologel e-liamm gant ar feulster dizehan en Irak hag er reter neshañ abaoe bloavezhioù, bugale aes da stummañ hervez selloù ar Stad Islamek. Ul lodenn all a zo bugale a vezo adstummet gant ar Stad Islamek dre feulster ar skolioù leoniged hag a zeu da vezañ bugale soudard digalon.
Dazont ar vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul lod eus ar vugale a gaver en aozadur Leoniged ar c'halifat a zo ganet war douaroù ar Stad Islamek hag a zo chomet hep bezañ enskrivet war ar marilhoù ofisiel pe dre c'hoant o dud pe dre nac'h ar fonksionerien irakian. Ar vugale-se ouzhpenn da vezañ bet adstummet gant ar Stad Islamek a zo hep paperioù reizh pezh a zegas ur gudenn ur wech adpaket an douaroù hag ar vugale-se d'ar c'halifat emziskleriet. Petra d'ober ganto?
Emgann Mosoul
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad emgann Mosoul d'ar 6 a viz Du 2016 e vez istimet ez eo un drederenn eus kolloù ar Stad Islamek hag a vefe bugale Leoniged ar c'halifad. Tro-dro 300 anezho a vefe aet da Anaon[4].
Dre ar vank a vugale soudard, testenioù a zo bet a-berzh poblañs Mosoul, e vefe bet emezelioù rediet bugale ar gêr en aozadur stourm Leoniged ar c'halifad.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Lec'hienn Express.live 23/08/2015 gant Mylène Vandecasteele "La nouvelle arme de l’EI : Les “Lionceaux du califat”"
- ↑ (en) Lec'hienn theguardian.com 05/01/2016 gant Charlie Winter "Shocked by the ‘cubs of the caliphate’? Of course you are – that’s Isis’s plan"
- ↑ (en) Lec'hienn dailymail.co.uk 22/09/2015 gant NICK ENOCH "Their generation will conquer Rome, Baghdad and Jerusalem': Chilling jihadi video shows how 'Cubs of the Caliphate' - children as young as FIVE - are brainwashed into fighting for ISIS"
- ↑ (en) Lec'hienn http://dailycaller.com/ 31/10/2016 "300 ‘Lion Cubs Of The Caliphate’ Have Died Fighting For ISIS In Mosul"