Leon Nemea
Leon Nemea (Λέων της Νεμέας (Léōn tēs Neméas) e gregach; Leo Nemaeus e latin) a oa un euzhvil drouk, ul leon spouronus, er a oa o vevañ e Nemea hervez mojennoù Hellaz kozh. Lazhet e oa bet gant Herakles a-benn ar fin. Soñjal a rae ar C'hresianed e oa ur bugel da Tyfon hag Ec'hidna, met skrivet eo bet ivez e oa kouezhet eus al loar hag e oa ur bugel da Zeus ha Selene. Hervez ur vojenn all e vije bet ganet gant ar C'himaira.
Kentañ labour Herakles
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hini kentañ eus daouzek trevell Herakles roet d'an haroz gant e genderv ar roue Eurystheüs a voe lazhañ Leon Nemea ha degas e groc'hen en-dro.
Spouronet e oa bro Nemea gant al leon, ha ken kalet e oa e groc'hen ma ne c'halle ket bezañ treuzet gant an armoù. Pa oa taget gant Herakles, e armoù — e wareg, ur penn-bazh graet gant un olivezenn (en doa diframmet e-unan) hag ur c'hleze arem — a oa bet diefedus-naet. A-benn ar fin e taolas Herakles holl e armoù ha lammat a reas ouzh al leon gant e zaouarn hepken. Lazhañ a reas anezhañ dre stardañ e vrec'h en-dro da c'houzoug al loen betek e vougañ. E stummoù all eus ar vojenn e voug Herakes al loen pe e torr outañ e garvanoù.
Tremen a reas Herakles eurvezhioù o klask digroc'henañ al leon, hep dont a-benn. Tamm-ha-tamm e savas fulor ennañ o welet ne c'hallfe ket seveniñ e gefridi. En diwezh Athena, dic'hizet, a sikouras anezhañ da veizañ e oa skilfoù al loen o-unan a oa ar benvegoù gwellañ da zispenn ar c'hroc'hen.
Hiviziken e wiskas gant ar c'hroc'hen-se da hobregon. Ken spouronet e oa ar roue Eurystheüs, gant doare spontus Herakles, ar c'hroc'hen dindanañ, ma'z eas da guzhat en ur jarl arem bras, ha ma tivizas difenn ouzh e genderv dont tre e kêr ha reiñ e urzhioù da Herakles dre hanterouriezh un harod.
Diwezhatoc'h e vo fent o welout Omfale o wiskañ ar c'hroc'hen tra ma vo Herakles o nezañ gloan.