Leodegar

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Pennadoù Saint-Léger ha Léger zo ivez.
Sant Leodegar, merzheriet

Leodegar, pe Leodegarius e latin (pe Léger, pe Léger d'Autun e galleg) diwar an anv germanek Leudgari, diwar « leud » (« tud », « pobl ») ha « gari » (« goaf ») – a oa un eskob frank ha merzher er VIIvet kantved, hag a voe bras e bouez politikel.

Da gentañ e oa stag e anv ouzh hini kêr Poitiers, ma voe skoliet ha m'emañ e relegoù, ha goudeouzh Autun ma voe eskob, hag ivez ouzh Fécamp ha Doullens en Pikardi ma varvas war-dro 677/678. Anvet e voe da sant en ur sened-iliz en 681 ha lidet e vez d'an 2 a viz Here gant an Iliz katolik.

Un den uhel el lez frank[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn da Saint Léger (Patrom:S-), en iliz Chivres.

Ganet e oa en un tiegezh uhel, war lez ar Roen , en Austrazia, war-dro 615. Mab e oa da Bodilon von Thurgau ha da Sigarde Neustria, (merc'h da Ansoud Neustria) hag a voe anvet da santez. Nizez Léger, Bérhésinde pe Berswinde, a zimezas d'an dug Etichon-Adalric Elzas (hag o merc'h e oa santez Odile) hag he breur a voe eskob Poitiers. Breur Léger, Warein/Guérin Poitiers, un aotrou galloudus en Bourgogn, a vo merzheriet war un dro gantañ.

Dek vloaz e oa Leodegar pa varvas e dad. Kaset e voe neuze da b-Poitiers, da studiañ da-gichen an eskob Didon, breur d'e vamm. Da ugent vloaz e oa diagon, ha goude arc'hdiagon en eskopti Poitiers[1]. En 650 ez eas da vanac'h da abati Saint-Maixent hag eno e voe anvet da [[abad], en 653 moarvat.

En 656 e voe galvet da lez ar roue frank gant intañvez Klovis II da vezañ kelenner bugale ar roue, a voe rouaned diwezhatoc'h : Klotar III, Childerig II ha Teodorig III (Théodoric). Karget e voe gant ar rejantez d'ober war-dro ar velestradurezh : lakaat a reas berz war ar sklavelezh az oa stad ar C'halianed dindan ar Franked.

Eskob Autun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 659 ( pe 663) e voe anvet da eskob Autun ma adsavas mogerioù kêr. Labourat a reas da sevel emglev politikel etre Burgondia hag Aostrazia, ma savas bec'h gant pennoù bras Neustria. Kuzulier e voe gant ar roue yaouank Klotar III a varvas da 20 vloaz en 673.

Neuze e voe bec'h etre ar vreudeur all Teodorig ha Childerig : ha Leodegar da vont a-du gant Childerig a-enep Teodorig a oa kuzuliet gant Ebroin. Trec'h e voe Childerig ha kaset e vreur d'ur gouent , tre evel e harper Ebroin.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Eléments pour une étude sur la diffusion du culte de saint Léger - Roger Gazeau (1971), site de l'association Les 73 St Léger