Lenn Pomme de Terre
E mervent ar Stad Missouri er Stadoù-Unanet, e su Kontelezh Hickory (Missouri) hag e norzh Kontelezh Polk (Missouri), war-dro 80 km en norzh da Springfield, emañ al Lenn Pomme de Terre (Pomme de Terre Lake), e kember ar stêrioù Lindley Creek ha Pomme de Terre a ro hec'h anv dezhi.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 32 km² eo gorread al lenn pa vez en he live izelañ, ha 65 km² en he live uhelañ.
- War-dro 182 km eo hirder he glann.
- 256 metrad a-us live ar mor eo hec'h uhelder.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-benn reoliañ red ar stêr Osage en devoa Korf ijinourien lu ar Stadoù-Unanet savet ur rummad stankelloù, hini Pomme de Terre en o zouez.
Etre 1957 ha 1961 e voe savet ar stankell a stummas al lenn Pomme de Terre.
Dourioù ar stêr Pomme de Terre oc'h em gejañ gant re ar stêr Osage dre al lenn Pomme de Terre a ya da leuniañ ur fardellad divent a zour dalc'het gant ar stankell.
"Stêr an Askorn Bras" (Big Bone River e saozneg) e oa anv kentañ ar stêr, troet diwar yezh an Amerindianed Osage (pobl) a gave kalz eskern dinosaored en he glannoù[1].
Un anv a orin gallek eo Pomme de Terre, bet roet gant ergerzherien c'hall. Kement hag “aval-douar” e talvez.
- Tri lec'h all zo anvet Pomme de Terre er Stadoù-Unanet, an holl anezho er Stad Minnesota :
Ar stankell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2 204 m eo he hirder.
- 47 m eo hec'h uhelder a-us naoz ar stêr.
- 9 m eo he ledander el laez, 290 m en traoñ.
- Savet eo diwar ur riboul kelc'hiek 4 metrad a dreuzkiz, ennañ div zor-red (2 m x 4 m) hag un dorikell gelc'hiek 610 mm a dreuzkiz evit lezel dourioù da dremen.
- Div vrec'h a zo war bep tu d'ar stankell : ar vrec'h Pomme de Terre, a heuilh red ar stêr a-hed 27 km, ha hini Lindley, a heuilh ar stêr Lindley Creek a-hed 19 km.
- Treuzet eo ar stankell gant un hent, Route 254.
Touristelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tremen 650 tachenn-gampiñ zo war glann al lenn
- Div draezhenn digor d'an dud e fell dezho kouronkañ zo ivez.
- Bageal, skiañ war an dour ha pesketa a c'haller ober.
Bep 4 a viz Gouere, devezh Gouel Broadel ar Stadoù-Unanet, e vez tennet un tan-arvest war glannoù al lenn.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ MAYOR Adrienne, Place names describing fossils in oral traditions, Standford University, pp. 253-254. (en) Liamm oberiant 02 DU 2012