Lenn Atitlán
Neuz
Lenn Atitlán zo ul lenn volkanek e mervent Guatemala, 108 km er c'hornôg da gêr Ciudad de Guatemala.
Leuniañ a ra ur pezh pikol caldeira deuet war wel da goulz un dislonkadenn hag a c'hoarvezas 84 000 bloaz zo. Bez' ez eo an donañ lenn a zo eKreizamerika, gant 350 m donder. Er su dezhi ez eus tri menez-tan : Menez-tan San Pedro, Tolimán hag Atitlán, 3 537 m uhelder dezhañ.
Santiago Atitlán eo ar brasañ kumun war lez al lenn ha Panajachel an hini a zegemer ar muiañ a douristed.
Un avel anvet Xocomil a sav a-wechoù war greiz an deiz, ma vez dañjerus bageal war al lenn.
Hervez an ergerzhour alaman Alexander von Humboldt eo Lenn Atitlán « ar bravañ lenn a zo er bed »[1].
- Diwar anv al Lenn Atitlán eo bet aozet hini an Atitlán Lacus, ul lenn war al loarenn Titan.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Lenn Atitlán ha kêr San Pedro de la Laguna
-
Menez-tan Atitlán, San Pedro, Toliman & Lago Atitlán
-
Lenn Atitlán adal an oabl
-
Ur gwel all
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Morgan Szybist, Richard (2004). The Lake Atitlan Reference Guide: The Definitive Eco-Cultural Guidebook on Lake Atitlan. Adventures in Education, Inc.