Lekitos
Ul lekitos zo ur seurt lestr gresian a veze implijet en henamzer evit mirout eoul, eoul olivez peurgetket. Ur c'horf moan o deus al lekitosoù hag ur skouarn stag ouzh gouzoug al lestr. Al lekitosoù a veze implijet evit oleviñ kelan ar wazed dizimez ha kavet e vez kalz anezhe er bezioù. Ar skeudennoù livet war al listri-se a ziskouez alies ar vuhez pemdeziek pe lidoù. Abalamour ma vezont implijet ken alies e degouezhioù liammet ouzh ar marv hag ar c'hañvoù e c'hallont ivez bezañ kinklet gant skeudennoù eus al lidoù kañv, pe skeudennoù a ziskouez un diouer pe un disparti.
Implijet stank e veze al listri-se war-dro ar Vvet kantved kent J.K., daoust ma'z eus bet kavet kalzik fardet a-raok, lod anezhe adalek 700 kent J.K.
Seurtoù lekitosoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lekitosoù a c'hall bezañ rannet e pemp seurt disheñvel :
- Al lekitosoù boutin pe lekitosoù kranennek, dezho etre 30 ha 50 cm daoust ma'z eus lekitosoù kalz brasoc'h, betek 1 metr dezho, a c'hall bezañ bet implijet e-lec'h ur maen-kañv,
- Lekitosoù Deianeria a oa produet e Korintos. Un drolinenn hirgelc'hiek o doa ha diskoaz ront hag e veze bihan o ment peurliesañ (20 cm). Produet e oant bet adalek deroù maread an tresadennoù du betek diwezh ar VIvet kantved,
- Al lekitosoù skoaziek, un emdroadur eus ar seurt boutin e oant. Produet e oant adalek kreiz ar Vvet kantved. Kinklet e veze ar pep brasañ gant teknik ar speurennoù gwenn hag e oant war-dro 20 cm,
- Al lekitosoù stumm, dezho nebeutoc'h evit 20 cm uhelder peurliesañ gant ur c'hof ront hag ur sichenn plaen,
- Al lekitosoù mezennek, dibaotoc'h evit ar re all, un drolinenn vi dezho gant ur gurunenn pikoù en o zraoñ a laka da soñjal en ur vezenn.