Mont d’an endalc’had

Lejion a enor (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia

Meur a Lejion a enor a zo. Kit da welout ar pennad Lejion a enor.

An diktatour Napoleon Bonaparte a ro ar c'hentañ medalennoù eus al lejion a enor, d'ar 14 a viz Gouere 1804, gant al liver Jean-Baptiste Debret

Al Lejion a enor, pe Urzh broadel al Lejion a enor (L'ordre national de la Légion d'honneur e galleg) zo un urzh c'hall, krouet gant Napoleone Buonaparte, pa oa kentañ koñsul ar republik c'hall, d'an 19 a viz Mae 1802.

Enor ha Mammvro (Honneur et Patrie) eo ger-stur an urzh. Emañ sez an urzh e Pariz, e Palez al lejion a enor, war glann gleiz ar stêr Saena.

Krouet e oa bet evit ar soudarded o doa diskouezet ampartiz, pe graet taolioù-kaer. Er C'hentañ kantved warn-ugent e vez roet da anavezout hag enoriñ perzhioù mat ha dibar an dud war forzh peseurt tachenn diwar intrudu ar Stad C'hall.

Kavout a reer pemp seurt izili : tri rez (marc'heg, ofisour ha komandour) ha div dinded (ofisour meur, "grand officier", ha kroaz veur, "grand'croix").

Staliet eo kañsellerezh veur an urzh en Otel a Salm, e 7vet arondisamant Pariz.

Mestr meur an urzh eo Prezidant ar Republik C'hall dre leunwir.

Arroudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Napoleone Buonaparte : "On appelle cela "des hochets" ; Eh bien, c'est avec des hochets qu'on mène les hommes."

Kroaz vras al Lejion a enor bet roet da Tchang Kaï-chek.