Lea De Mae

Eus Wikipedia
Andrea Absolonová, anavezet evel Lea De Mae

Lea De Mae a oa anv-micher an aktourez pornografek tchek Andrea Absolonová. Ganet e oa d'ar 26 a viz Kerzu 1976 hag aet da Anaon d'an 9 a viz Kerzu 2004. Splujerez e oa er skipailh tchek etrebroadel pa reas ul lamm fall. Aktourez porografek e teuas da vezañ. Taget e voe gant ur Glioblastoma, ur stumm krign-bev an empenn tagus, ha mervel a reas da 27 vloaz.