Le Viol du vampire
Le Viol du vampire zo ur film moliac'h gall e gwenn ha du embannet e 1968 ha sevenet gant Jean Rollin. Ar c'hentañ film hir eo gantañ. Rannet eo ar film e div lodenn. Er penn kentañ, ar film a oa sañset bezañ unan berr. En gwirionez e voe ouzhpennet un eil lodenn evit ma teufe da vezañ ur film hir.
Burutelladennoù ar film a oa bet drouk hag enep. Ar sell barzhoniel hag an awen war ar stiradoù skinwel stadunanat a oa bet un harz d'an arvesterien ha d'ar vurutelladennerien sinema pa oa bet embannet. Ur gwallskouer e oa deuet da vezañ, met chom a ra un oberenn diazez e-touez labour Jean Rollin.
Temoù lies ar film a vo adkemeret gant Rollin da c'houde evel: ar sunerien-gwad, un desach war-zu ar beredoù kozh, al lesbianiezh hag an erotegezh. Lod eus tammoù ar film, ha tudennoù, a vo kopiet tost tres-ouzh-tres e lod eus e filmoù all.
Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bernard Letrou : Thomas (ar psikanalist)
- Marquis Polho : Marc
- Catherine Devil : Brigitte
- Solange Pradel : ar c'hoar sunerez-gwad gwallet
- Ursule Pauly : c'hoar sunerez-gwad leal da mestr ar c'hastell
- Nicole Romain : c'hoar ar sunerez-gwad dall
- Ariane Sapriel : pedervet c'hoar ar suner-gwad
- Jacqueline Sieger : rouanez ar sunerien-gwad
- Doc Moyle : mestr ar c'hastell
- Jean-Loup Philippe : an doktor Samsky (ar surjian igromañser) (dizanv)
- Philippe Druillet : ur peizant
- Jean Rollin : ur peizant all
- Marc Pauly
- Éric Yan
- Alain-Yves Beaujour
- Olivier Martin
- Barbara Girard
- Annie Merlin