Le Mirouer de la Mort

Le Mirouer de la Mort zo ur varzhoneg aozet e krennvrezhoneg klasel gant Jehan an Archer Coz e 1519.
E 1575 [1] e voe moullet ar skouerenn nemeti a zo deuet betek ennomp.
Moullet eo bet al levr e manati Sant Frañsez Cuburien (Saint-François de Cuburien) a oa war glann gleiz an Dosenn, hiziv e Sant-Martin-war-ar-Maez, unan eus an tiez-moullañ kentañ a zo bet staliet e Breizh.[2],[3]
Hiziv an deiz e vez miret al levr e rann al levrioù ral ar BnF (Bibliothèque nationale de France)[4].
Aozer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn al levr, war tu-gin ar follenn 71, e lenner :
« An Leffr man á voe composet en bloaz 1519 Gant Mæstre IEHAN an Archer Coz á parhos Ploegonuen. Hac á voe Imprimet, E ,S,Frances CVBVRIEN, En Bloaz M,ccccc,Lxxv » [5]
E parrez Plougonven edo Mestr Jehan an Archer Coz (eleze "henañ", evit e ziforc'hañ diouzh e vab) o chom. Moarvat en devoa brezhonekaet e anv gallek, Larcher, ur familh moullerien e Naoned abaoe ar XVvet kantved[6]
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amañ ez eus kaoz eus ar pezh a c'hoarvez goude tremenvan an den, evel ma lenner war bajenn gentañ al levr :
« [...] est trecté des quatre fins de l'home : c'est á scauoyr de la Mort, du dernier Iugement, du tres-sacre Paradis :& de l'horible Prison de L'enfer :& ses Infinis Tourments.
En Maru, en Barn, en Iffern yen, preder map dē, ha na enoe.
Ha nepret nep lech ne pechy, gat lacquat da spy en ty Doe. »
Merkit n'eus ket anv a nep purgator.
Adalek ar Grennamzer, mirouer ("melezour") a raed e galleg en Iliz eus un dastumad skridoù kentelius. Hep mar ebet ez eo bet aozet oberenn J. an Archer da heul unan goshoc'h, Quattuor novissimorum liber de morte gant Gerardus de Vliederhoven († ~1402)[7],[8].
Skrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur varzhoneg 3 602 werzenn enni eo Le Mirouer de la Mort, an holl gant enklotennoù. E brezhoneg penn-da-benn eo ar varzhoneg hir-se ; e galleg avat eo titloù ar pennadoù. Seizh rann zo d'al levr.
- Diditl (rakskrid) : gwerzennoù 1-30.
- Diuision du livre : 31-58.
- Chapitre I – De la mort corporele. : 59-582.
- Chapitre II – De la seconde fin de l'home, qui est le dernier et le peremptoyre Iugement de Nostre Seigneur. : 583-1954.
- Chapitre III – De la troysiesme fin de l'home qui est L'enfer breparè par la Iustice de Dieu, aux Diables, et les obstines en leur Pechè et Malice. : 1955-2702.
- Chapitre IV – De la Gloire, De Paradis. : 2703-3566.
- Conclusion du livre. : 3567-3602.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) Levr orin niverelaet war Gallica
- (br) (fr) Ernault, Émile (embannet, troet e galleg hag addispleget gant). Le Mirouer de la Mort – Poème breton du XVIe siècle. Paris : H. Champion, 1914
- (fr) Le Berre, Yves. Le Mirouer de la Mort. Brest : Éditions du CRBC, 2023 (ISBN 979-10-92331-62-2)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Plougonven : Miroir de la Mort (de Larcher), studiadenn, InfoBRETAGNE
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Bnf. Kavet : 24 a viz Du 2025.
- ↑ (fr) Xavier Barral, Artistes, artisans et production artistique en Bretagne au Moyen Âge, imprimerie Altet, 1983.
- ↑ (fr) Théodore Hersart de La Villemarqué, Essai sur l'histoire de la langue bretonne, précédé d'une étude comparée des idiomes bretons et gaëls, 1847.
- ↑ (fr) BnF. Kavet : 24 a viz Du 2025.
- ↑ (br) f° 71 v° @ Gallica. Kavet : 24 a viz Du 2025.
- ↑ Ernault 1914, p. 11.
- ↑ Cordiale quattuor novissimorum eo an titl a gaver alies : deroù ar skrid eo Quattuor novissimorum liber de morte.
- ↑ War anv meur a zen all ez eo bet lakaet ar skrid-se ; gwelit BnF.