Lazhadeg Wormhoudt
Lazhadeg Wormhoudt, pe lazhadeg La Plaine au Bois, zo ul lazhadeg a c'hoarvezas e 1940, e-pad an Eil brezel bed, en Ekelsbeke, e Flandrez Frañs, kaset da benn gant ar Waffen-SS.
-
Ar c'hraouig-saout adsavet e lec'h al lazhadeg
-
Plakenn ouzh iliz Ekelsbeke
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude emgannoù er c'horn-bro (Wormhout, Lestrem, Waten, Beugny hag all) evit daleañ an Alamaned ha gounit amzer evit ma c'hellfe ar soudarded eus Breizh-Veur hag eus Bro-C'hall kelc'hiet gant an armeoù alaman achap dre Zukark, lod eus an difennourion a voe tapet da brizonidi gant an Alamaned. 84 soudard eus Lu Breizh-Veur (Kembreiz ha Saozon) eus ar 2nd Bn the Royal Warwickshire Regiment, ar Cheshire Regiment hag ar Royal Artillery[1] hag ur soudard gall a voe drouklazhet el lec’h anvet « La Plaine au Bois » goude bout en em rentet d'an 28 a viz Mae 1940, daou brizoniad a zeuas a-benn da achap. Ar re varv a voe douaret en ur bez hollek a-raok bout beziet en-dro e Wormhout[2]. An dorfedourion a oa milourion eus an SS Leibstandarte Adolf Hitler[3],[4].
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Guy Rommelaire has raised £15,000 to buy the field near his home village of Esquelbecq, where some 80 British troops captured on the retreat to Dunkirk in 1940 were murdered in a barn by the SS using grenades and machineguns. Only a few escaped. e [1]