Lazarus von Schwendi
Neuz
Lazarus von Schwendi (hungareg : Schwendi Lázár ; Mittelbiberach, 1522 – Ehrenkirchen, 28 a viz Mae 1583) a oa un diplomat aostrian e servij Karl V an Impalaeriezh Santel.
D'an 10 a viz Eost 1557 e kemeras perzh en emgann Saint-Quentin, hag e Gouere 1558, en emgann Gravelines ma voe trec'h Felipe II war Bro-C'hall a-raok he rediañ da sinañ Feur-emglev Cateau-Cambrésis (1559).