Laurent Fabius
Neuz
Laurent Fabius, ganet d'an 20 a viz Eost 1946 e Pariz (XVIvet arondisamant), zo ur politikour gall. Ezel eo eus ar Parti socialiste abaoe 1974. Kannad e voe er Seine-Maritime adalek 1978 ha betek 2012 (1978-1981, 1986-2000, 2002-2012).
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Laurent Fabius zo mab da André Fabius (1908-1984), hendraour, a orin eus ur familh yuzev ashkenaze troet d'ar feiz katolik e-pad an Eil Brezel-bed, ha da Louise Strasburger-Mortimer (1911-2010), katolik stadunanat. Badezet e voe Laurent Fabius en Iliz Notre-Dame-de-Grâce-de-Passy, desavet e voe e karter Chaillot.