Mont d’an endalc’had

Laurent-Désiré Kabila

Eus Wikipedia
Laurent-Désiré Kabila
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Demokratel Kongo Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLaurent-Désiré Kabila Kemmañ
Anv-bihanLaurent Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Du 1939 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMoba, Likasi Kemmañ
Deiziad ar marv16 Gen 2001 Kemmañ
Lec'h ar marvKinshasa Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhKinshasa Kemmañ
PriedSifa Mahanya Kemmañ
BugelJoseph Kabila, Aimée Kabila Mulengela, Jaynet Kabila, Zoé Kabila Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargprezidant Republik Demokratel Kongo Kemmañ
Bet war ar studi eskol-veur Dar es Salaam, skol-veur Belgrad, University of Belgrade Faculty of Philosophy Kemmañ
Strollad politikelAlliance of Democratic Forces for the Liberation of Congo, Parti de la révolution du peuple, independent politician Kemmañ
RelijionIliz anglikan Kemmañ
BrezelCongo Crisis, Simba Rebellion, Brezel kentañ Kongo, Eil brezel Kongo Kemmañ
Prizioù resevetNational Order of the Leopard Kemmañ

Laurent-Désiré Kabila (27 a viz Du 1939 - 18 a viz Genver 2001) a oa ur politikour, bet prezidant Republik Demokratel Kongo.

Goude dizalc'hiezh Kongo e 1960 e kemeras perzh Kabila en emsavioù e Katanga hag e Kivu. E miz Du 1996 e voe e penn un emsav bras, derou brezel kentañ Kongo, evit skarzhañ Mobutu Sese Seko. Evit-se e kavas skoazell e Rwanda, Burundi hag Ouganda. D'ar 16 a viz Mae 1997 e teue tre e Kinshasa, rediañ an diktatour da dec'hel kuit. An deiz war-lerc'h en em lakae da brezidant ha cheñch anv ar vro eus Zair da Republik Demokratel Kongo, ar pezh a oa an anv kozh.

Buan en em lakaas da ren evel un diktatour, herzel ha bac'hañ eneberien bolitikel ha kazetennerien. D'ar 16 a viz Genver 2001 e voe tennet outañ gant ur gward-korf dezhañ ha kaset d'un ospital e Zimbabwe ma varvas daou zevezh goude. E vab, Joseph Kabila, a voe lakaet neuze e penn ar vro.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.