Laura de Noves
Laura de Noves (dre fazi?), anavezet ivez evel Laura de Sade (1310 – 1348), a oa ur Brovañsadez a ouenn uhel, hag a voe karet gant ar barzh italianek Francesco Petrarca.
Piv e oa?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e 1310 en Avinhon. C'hwec'h vloaz yaouankoc'h eget Petrarca e oa. Merc'h e oa da Ermessenda de Réal ha d'ar marc'heg Audibert de Noves. Un diskennad dezhi eo Markiz Sade. Un tiegezh bras he doa, maouez vertuzius e oa. Dimeziñ a reas da 15 pe 16 vloaz, e Genver 1325, d'ar markiz Hugo de Sade. Petrarca he gwelas en iliz Santa Chiara e-pad e chomadenn en Avignon en Ebrel 1327, da zeiz Gwener ar Groaz. Anezhi n'ouzer nemet pezh zo bet skrivet gant Petrarca, a skrivas dezhi, en e oberenn Canzoniere, 366 pezh enni da Madonna Laura,
- 263 en vita di Madonna Laura;
- 103 en morte di Madonna Laura.
E 1337 e tistroas Petrarca da Avignon ma prenas un tamm domani e Vaucluse da vezañ tostik da Laura. Eno, e-pad tri bloaz, e savas meur a sonedenn dezhi. Canzoniere Petrarca
Mervel a reas Laura gant ar vosenn e 1348.
Arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a livadur zo bet graet dezhi. Un delwenn zoken zo e Pariz.