Lara's Theme

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Lara's Theme
sonaozadur
Deiziad embann1965 Kemmañ
SonaozerMaurice Jarre Kemmañ
LevrigourPaul Francis Webster, Hubert Ithier Kemmañ


Lara's Theme (Kan Lara e brezhoneg) zo un ton savet gant ar sonaozer gall Maurice Jarre (1924-2009) e 1965.

A-ratozh-kaer e oa bet krouet evit ar film saoznek Doctor Zhivago gant ar filmaozer breizhveuriat David Lean (1908-1991) ha deuet da vezañ an hini pennañ anezhañ. Un nebeud mizvezhioù diwezhatoc'h e voe ouzhpennet gerioù outañ gant ar saver komzoù stadunanat Paul Francis Webster (1907-1984) d'ober ar ganaouenn Somewhere, my love, anavezet-mat er bed a-bezh. Enrollet gant Connie Francis (1938-) etre mizioù Mae ha Mezheven 1966 e voe embannet er miz diwezhañ-mañ.

Er yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma voe kanet, e 1967, an doare gallekLa Chanson de Lara — gant Tereza Kesovija da gentañ-penn ez eo gant ar strollad Les Compagnons de la chanson e teuas brud vras dezhi e Bro-C'hall e gwirionez.

Kanet e voe gant Fernand Gignac, Gloria Lasso, Luis Mariano, Zaliha ivez.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]