Mont d’an endalc’had

Lampetia

Eus Wikipedia
Lampetia hag Apollon, skeudenn gant John Flaxman evit an Odysseia, e 1810.

Lampetia (henc'hresianeg : Λαμπετία / Lampetía) pe Lampetie (Λαμπετιη / Lampetiê, a dalv "skedus" e gregach) a oa merc’h da Helios, an Heol, ha d'an Okeanidenn Klymene.

Hervez Homeros hag an Odysseia koulskoude e oa merc'h d'an nimfenn Neaira, hag e veze gant he c'hoar Faethousa o tiwall saout ha deñved o zad en un enezenn, pe Thrinakria (Sikilia bremañ), pe "Thrinakia".

Dimeziñ a eure da Asklepios, doue ar yec'hed, ha mamm e voe

  • da bevar mab
  • da deir merc'h:

Gant he c’hoar Faethousa e tiwalle saout he zad e peurvanoù Sikilia. Pa zegouezhas lestr Ulises en enez en em daolas darn eus e voraerien war al loened da zebriñ daou pe dri anezho. Mont a reas an div c’hoar da-gaout Helios da ziskuliañ an dorfedourien disakr. Hag an doue, droug ennañ, a bulluc’has an dud difeiz.

Pa voe lazhet he breur Faethon ne oa den evit he frealziñ, ha troet e voe, hag he c'hoarezed ganti, e gwez-pupli.

Steredoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E steredoniezh e vez graet (393) Lampetia eus un asteroidenn.