Mont d’an endalc’had

Laminaria digitata

Eus Wikipedia
Laminariaeged
Laminaria cloustoni
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Skourrad : Heterokontofita
Kevrennad : Faeofikeae
Urzhad : Laminarialeged
Kerentiad : Laminariaseged
Genad : Laminaria
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ur spesad bezhin gell eo al Laminaria digitata, anvet tali moan pe jelmestr e brezhoneg.

Meneget eo ar bezhin-se en Inventaire de Roscoff, savet gant J. Feldman e 1964, gant an anv :

  • Laminaria digitata (Hudson) J.V. Lamouroux 1813: 42


Anvioù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a anv a vez implijet.

E Kernev-Izel e kaver : bol, baol, paol (b).

E Bro-Leon e reer anezhe : bezhin bleuñv, bezhin sklej, bezhin stonn, bezhin warle, cholgorn, foetoù-traezh, gwaskle, goazle, gwrac’hle, warle, grac'hle, (Bro-Bagan, Gorre-Leon) ; kaol (–enn) (Kerlouan, Gorre-Leon) ; korle, melkern, salkorn, tali du (Goueled-Leon) ; tali gwrac'hle, tali warle, tali laezh, tali moan (Goueled-Leon) ; tali moan Ebrel.

E Bro-Dreger e vezont anvet felest(r) ha jelmestr (treid moan).

Notennoù taksonomek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez renabl Rosko[1] e kaver anezhañ e meur a lec’h disheñvel. E lec’hioù maenek goudoret pe gant nebeut a gas. Gwelet e vez en daere pa ziskenn kalz ar mor da goulz an nevez-bras.

Gouennadur : Padus. Frouezhus int a-hed ar bloaz.

Dastumet e vez kalz ar bezhin-mañ gant bezhinaerien Bro-Leon. Gwelet e vez an dalienn a-wechoù klañvet gant Laminariocolax tomentosoides isspesad deformans (gwechall Streblonema deformans).

  • « Inventaire des algues de Roscoff »
  • Rousseau, F., Burrowes, R., Peters, A.F., Kuhlenkamp, R. and de Reviers, B. A comprehensive phylogeny of the Phaeophyceae based on nrDNA sequences resolves the earliest divergences, C. R. Acad. Sci. III, Sci. Vie 324 (4), 305-319 (2001)


  1. Inventaire de Roscoff J. Feldman 1964