Mont d’an endalc’had

Lambert Cadoc

Eus Wikipedia
Lambert Cadoc
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanLambert Kemmañ
Titl noblañsseigneur Kemmañ
Deiziad ganedigezh1170 Kemmañ
Deiziad ar marv1231 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
MicherGoprsoudard, Q2398360, archer Kemmañ
SportGwaregata Kemmañ
Bro orinKembre Kemmañ

Lambert Cadoc (?-1231) a oa ur gwareger kembreat, e penn ur gompagnunezh veur e servij ar roue gall Philippe Auguste (1165-1223). Anvet e voe da aotrou Gaillon.

E-pad ugent vloaz e kemeras perzh en darn vrasañ eus brezelioù roue Bro-C'hall. Tapet en doa brud e-pad aloubadeg Normandi, dre vezañ unan eus an dud pennañ e-pad sez Château Gaillard e 1204.

Ar roue en enoras gant dalc'hoù (hini Gaillon da skouer) hag el lakaas da veli Pont-Audemer.

E 1220 e voe lakaet a-gostez gant ar roue a oa bet displijet gantañ. Koll a reas e ditloù hag ar c'hargoù liammet betek bezañ toullbac'het. E 1227 e voe dieubet gant Blanche de Castille.

Meur a zoare a oa bet adkavet eus anv Lambert Cadoc hervez an testennoù:

  • Aotrou Gaillon
  • Cadulcus castellanus de Gaillon
  • Calculc
  • Cadoulc

Orinoù familh Cadoc a zo dianav. Gouzout a reer e oa un archer a zoare a orin eus Bro-Gembre. Gopret e oa bet gant ar roue saoz Richarzh evit brezeliañ a-enep Roue Bro-C'hall. Cheñch a reas tu e-pad ar brezel.