Labour
Al labour zo oberoù graet gant ar c'horf hag ar penn evit tizhout un disoc'h. War pep tachenn a c'hall bezañ e c'hall an neb labourat. Gallout a ra bezañ kaset da benn anezhañ e-unan pe dre ret, evel er sklaverezh. Al loened ivez a labour, renet gant an dud. E meur a vro e vez lidet Gouel al Labour d'ar 1añ a viz Mae.
Dre astenn-ster e komzer eus labour evit ur vicher. Dilabour e vez graet eus un den hep labour.
Dre astenn-ster e komzer ivez er fizik eus labour un nerzh.
Pa vez anv eus oberoù a denn d'an douar, d'an natur evit gounit plant e vez komzet eus al labour-douar.
Al labourioù, el liester, a vez graet eus oberioù evit sevel pe dresañ ur savadur pe un hent.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al labour zo un obererezh graet en eskemm d'ur gopr, evit produiñ ur mad pe ur servij. Eñ hag ar c'hevala a ya d'ober ar faktorioù produiñ. Kavet e vez war marc'had al labour.
Gwir
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant kod al labour e vez dastumet peurliesañ ar reolennoù e pleustr en ur vro. Ret eo d'an implijerien koulz ha d'an implijidi doujañ dezho, en ur Stad a wir bepred. Reolennoù etrevroadel zo ivez, da skouer gant Unaniezh Europa hag Aozadur etrebroadel al labour.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger « labour » a gaver e saozneg ivez. Anv meur a strolladoù politikel saoznek eo : gwelet Strollad al Labour. Mennegomp memestra :
- Strollad al Labour, unan eus brasañ strolladoù politikel breizhveuriat
- Strollad al Labour, ur strollad politikel iwerzhonat
- Strollad al Labour, ur strollad politikel serb
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- El labour emañ ar yec'hed.
- Labour sul, labour nul.
- An tu zo an hanter eus al labour.
Luganioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « Enrichissez-vous par le travail et par l’épargne » zo ur frazenn vrudet a vije bet lavaret e 1843 gant François Guizot, prezidant ar C'huzul gall
- e toull dor kamp Auschwitz-Birkenau e oa skrivet arbeit macht frei da lavaret eo « al labour a ra an den dishual », diouzh ur frazenn gant al lizheregour Lorenz Diefenbach
- kavet e vez ar ger labour e-barzh sturiennoù broadel kalz broioù afrikan evel Benin, Aod an Olifant, Gabon, Ginea, Kameroun, Niger, Kongo hag all