Labour un nerzh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Labour un nerzh a reer eus an energiezh degaset gant an nerzh-se p'emañ é fiñval e-lec'h oberiañ an nerzh-se (pa fiñv pe p'en em zistumm ar c'horf a c'houzañv anezhañ). Kementañ a reer an energiezh gant ar joul, p'eo par ur joul d'un newton lies ur metrad. Gand an arouez W e noter anezhañ peurliesañ, diwar lizherenn gentañ ar ger saoznek Work (labour). Mennozh labour an nerzhioù a voe degaset evit ar wech kentañ gand ar fizikour gall Gaspard-Gustave Coriolis[1].

Skouer fetis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez termenadur ar joul (newton metrad), ma treuzkaser ur joul en ur c'horf ag ur c'hilogramm hep ma vo hemañ skoilhet gant un nerzh enep bennak (frotadur da skouer), ez eus a-walc'h a energiezh gantañ evit entizhout ag ur metr pep eilenn un eilenn-pad. Talvezout a ra neuze e c'hall ar c'horf-se entizhañ betek 1 m/s daoust d'e bouez ag ur c'hilogramm. Pa badfe an entizhadur un eilenn, entizhañ a rafe ar c'horf, neuze, da 1 m/s² en un eilenn-pad.

Termenadur skiantel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gaspard-Gustave Coriolis, Sur une nouvelle dénomination et sur une nouvelle unité à introduire dans la dynamique, Akademiezh ar skiantoù Pariz, miz Eost 1826