La semaine sanglante

Eus Wikipedia

"Sizhun ar Gwad" (e galleg "La Semaine sanglante") zo ur ganaouenn dispac'hel anezhi bet kompozet gant Jean-Baptiste Clément ha bet skrivet e 1871 e Pariz e-lec'h ma veze oc'h en em gannañ ha war don "Kanaouenn ar Beizanted" (e galleg "Chant des Paysans", graet gant Pierre Dupont[1]).

Lakaet e vez ar gaoz, e-barzh ar ganaouenn-mañ, war lazhadeg Tud ar Gumun (e galleg: les communards) gant Tud-Versailhez (e galleg les Versaillais). "Tud-Versailhez" a oa an arme a-lezenn hag a responte da urzhioù gouarnamant reizh ar vro, renet gant Adolphe Thiers hag a oa e sez e Versailhez. Falc'het ez eus bet el lazhadeg-mañ degadoù a vilieroù a dud, en ur fuzuilhañ anezho hep na vefent barnet e mod ebet etre an 22 betek an 29 a viz Mae 1871 (war-dro 30 000[2]). Al lazhadeg-mañ a vefe an hini vrasañ e holl istor Bariz, betek bezañ pell gwashoc'h evit hini Lazhadeg Sant-Berteleme a c'hoarvezas er bloavezh 1572 hag a zo anavezetoc'h gant an dud.

Sizhun ar Gwad a zo an darvoud moustrerezh hag a dorras Kumun Pariz.

Hervez doare, dre ma 'z eo neutreloc'h, gwelloc'h evit menegiñ, ha melkoniusoc'h ar ganaouenn Amzer ar c'herez (e galleg "Le Temps des cerises") (Daveoù a vank) ha dreist-holl dre ma 'z eo bravoc'h a-fet barzhoniezh, kement-se en deus graet e-seurt ma vefe anavezetoc’h gant an dud war bell amzer. Anavezetoc'h eo ar ganaouenn-mañ evit an den he deus he c'hompozet [daveennoù a vank]. Troet eo bet e meur a yezh: ruseg, roumaneg (« Cînd va veni cireşelor vreme »), sinaeg, hag all hag all.

Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanet eo bet ar ganaouenn gant meur a arzour ha meur a strollad, kavet e vo ganeoc'h al listennad amañ dindan:

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War don Kanaouenn ar Beizanted gant Pierre Dupont.

Komzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sizhunvezh ar gwad
Paneve an toupinoù hag an archerien,
Ne weler war an hentoù ken,
Tud kozh o ouelañ atristet,
Intañvezed ha minored.
Dourasenniñ ‘ra mizer Kêr Bariz
Ar re eürus a zo o krennañ,
Kuzulioù ‘r brezel ‘zo diouzh ar c’hiz,
Hag ar pavadoù ‘zo o tiwadañ.
Diskan
Ya met!
Bralañ ‘ra ar mañchoù,
Ur fin ‘vo d’ar falldeizioù.
Ha diwallit ‘ta rak ar ravañch,
Pa stago ‘barzh ar beorien!
Pa stago ‘barzh ar beorien!
Kazetennoù an ez-prefeti
Ar flibisterien, an dud kollet ganto o fenn,
Ar re ‘n ‘m ga’et g’an avanturioù
Ar re ‘zo mat dezhe, ha c’hoazh an dekoreet
Tud ar yilc’hier ha kornioù ar straedoù
Karourien merc’hed rebutet
O neriñ evel ur bern gwennaennoù
War korfoù ar re drec’het.
Diskan
O trakañ, chadennañ, pe fuzuilhañ ‘vezer
An holl ‘vez paket dre-zegouezh.
Ar vamm da gichen he merc’h,
Ar bugel etre divrec’h ar gozhez.
Kastizoù ar banniel-ruz
‘Vez erlec’hiet g’ar spouron
Holl ampouilhed Bouges (diasur)
Mevelien ar rouaned hag an impalaerion (klotenn).
Diskan
Ha setu-ni d’ar Jezuited
D’ar Mac Mahon, d’an Dupanloup.
Ken e c’hlavo dour benniget,
Ar c’hefioù rastello madoù.
Kerkent ha warc’hoazh en ebatoù
Ha Sant-Eustach hag an Opera
A zeuio da vezañ kevezerien evit an deizioù,
Hag e vo poblet ar bagnoù eta.
Diskan
A-benn arc’hoazh ar Manoñed, al Loreted
Hag intronezed ar fabourzhioù
A wisko war o gouzougennoù
Chasepotoù ha taboulinoù
Lakaet ‘vo pep-tra d’an triliv,
Pladoù an deiz ha rubanoù,
E-keit ha ma ‘vo fuzuilhet
An haroz Pandore hon c’hrouadurioù.
Diskan
Warc’hoazh tud ar Polis
A vleunio arre war ar riblenn,
Lorc’h enno eus o stad a servis,
Hag o fistolenn en o c’herc’henn.
Divara, dilabour hag hep arm,
Bez e vimp gouarnet
Gant toupinoù hag ar re jandarm,
Sabrerien-pobloù ha personed.
Diskan
Ar bobl gant kolier ar vizer
A vo rivet evit atav?
Betek peur tud ar brezel
A zalc’ho mat atav?
Betek peur ar Santel a Glik
A gredo de’i eh omp viloc’h evit chatal ?
A-benn peur e teuio Republik
Ar Justis hag al Labour ?
Diskan

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Mémoire de la chanson - 1100 chansons du Moyen Âge à 1919, réunies par Martin Pénet. Éditions Omnibus, 1998. (ISBN 2-258-05062-6)
  2. Camille Pelletan (1880). La Semaine de mai. 396 p. .

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]