La negra Tomasa

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

La negra Tomasa, anavezet ivez evel Bilongo, pe Mandinga, zo ur ganaouenn spagnolek savet a-raok 1937 (er bloaz ma voe embannet) gant ar soner kuban Guillermo Rodríguez Fiffe (Mayari 1907-Miami 1995). Hennezh a oa gitarour ha kaner e meur a laz: Caribe Oriental, Trio Azul, Trio Siboney, Cuarteto Compay Gallo, hag adkemeret e veze e sonioù gant lazoù all evel hini Benny More, ar Septeto Habanero, an Trio Matamoros, René Cabel, Roberto Espi, Los Hermanos Lebatard, Hermanos Palau, Conjunto Casino.

Kaoz zo enni eus un den sot gant an Negra Tomasa (ar vorianez Tomasa) ha ne c'hall ket temen hepti abalamour d'ar c'hwistantin a lak en he biued hag en he c'hafe... Ha pan a-hi kuit e vez trist meurbet.

Ouzhpenn ur ganaouenn eo deuet da vezañ peogwir e vez sonet gant kalz sonerien Latin Jazz.

Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanet eo bet gant tud e-leizh, koulz e Kuba evel e broioù spagnolek all Amerika, gant tud evel ar re-mañ:

Komzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]