La Pinta
Neuz
La Pinta ("An Hini Livet") e oa lesanv ar garavelenn Santa Anna a oa aet, a-gevret gant ar garavelenn all, La Niña ("ar Plac'h", lesanv al lestr Santa Clara), da-heul al lestr Santa María (1492) m'edo Kristol Goulm warnañ o vont trema ar C'hornôg e 1492.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket pelec'h e voe graet, marteze e Palos de la Frontera, evel a lavarer a-wechoù. Kement tra a ouzer zo deuet dre an Historia del Almirante gant Hernando Colón hag an Diario de la primera navegación, dihelloù dastumet gant Bartolomé de las Casas diwar skridoù Koulm.
Diwar hec'h anv e kavas da lod istorourien e oa d'an tiegezh Pinto, met e gwirionez e voe feurmet digant ar perc'henn anezhi, Cristóbal Quintero, ac'h eas d'an Indez ivez warni evel martolod.