La Défense et illustration de la langue française
Neuz
La Défense et illustration de la langue française (La Deffence et Illustration de la Langue Francoyse, hervez ar skrid orin) zo ur skrid gallek savet gant ar barzh gall Joachim du Bellay e 1549, gwelet evel « manifesto » barzhed bodad ar Pléiade.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Du Bellay a zifenn ar galleg hag a lavar bout par d'al latin ha d'an henc'hresianeg. Erbediñ a ra pinvidikaat ar galleg o treveziñ oberourien ar yezhoù kozh-se.
Sevel a ra a-enep d'an troidigezhioù avat, a gav re izel ha na c'hallfent ket diskouez holl binvidigezh ar skridoù orin.
Adkemer a ra Du Bellay arroudoù eus an Dialogo delle lingue, un arnodskrid italianek gant Sperone Speroni e 1542, ma'z eo lakaet yezh-pobl Toskana keñver-ouzh-keñver ar yezhoù kozh, latin ha gregach.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- DU BELLAY, Joachim : La deffence et illustration de la langue francoyse, Hachette / BnF, 2012 (ISBN 978-2-01-253591-6)
- DU BELLAY, Joachim : Défense et illustration de la langue française, FB Éditions, 2015 (ISBN 978-1-5077-7032-0)