Mont d’an endalc’had

La Cité foudroyée

Eus Wikipedia
La Cité foudroyée (1924).

La Cité foudroyée (Ar Geoded foeltret e brezhoneg) zo ur film gall mut, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozer gall Luitz-Morat e 1924.

Fichenn deknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur skiantour eo Richard Gallée, hag eñ ken paour ha dianav. Piket eo e galon gant e genitervez Huguette, merc'h d'an aotrou baron a Vrécourt. Hemañ n'en deus gwenneg ebet war e anv ken ha klask a ra kavout ur mab-kaer hag a c'hello dibladañ e yalc'h. Hag evitañ n'eo ket Richard ar gwellañ danvez pried evit e verc'h.
Hag ar paourkaezh skiantour da giañ e gorf ouzh ul labour kevrinus, skoazellet gant un amezeg ken kevrinus all. Goude bezañ kaset e raktres da benn — ur romant diwar-benn un ardivink barrek da vestroniañ an tan-kurun, e gwirionez — e ra berzh bras Gallée gantañ ha gallout a ra dimeziñ da Huguette a-barzh fin ar gont.

Roll ar gomedianed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]