Mont d’an endalc’had

L'Imitation de Jésus-Christ

Eus Wikipedia
Levrenn IV oberenn Thomas von Kempen (embannadur 1730).
Embannadur gallek 1874, e Teurgn, Bro-C'hall.

L'Imitation de Jésus-Christ zo ul levr gallek troet diwar an oberenn latin De Imitatione Christi, ul levr dizanv a zeoliezh kristen savet war-dro da fin ar XIVvet kantved. Krediñ a reer e voe savet gant ur manac'h izelvroat anvet Thomas von Kempen.

Peder levrenn a ya da sevel L'Imitation de Jésus-Christ :

  • Levrenn I Avertissements utiles à la vie spirituelle (Admonitiones ad vitam spiritualem utiles) : 25 pennad enni ;
  • Levrenn II Avertissements entraînant à la vie intérieure (Admonitiones ad interna trahentes) : 12 pennad enni ;
  • Levrenn III De la consolation intérieure (De interna consolatione) : 59 fennad enni ;
  • Levrenn IV Exhortation à la sainte communion (De sacramento) : 18 pennad enni.

Meur a droidigezh zo bet e brezhoneg.

  • 1689 : An Imitation Jesus-Christ hon salver biniguet, gant Euzen Roparz, adembannet meur a wech.
  • 1756 : Imitation hor salver Jesus-Christ, gant Glaoda Marigo, adembannet meur a wech.
  • 1788 : Imitation hun salver Jesus-Christ lacait é berton Guenèt, troet e brezhoneg Gwened, gant L. Pourchasse hervez Lukian Raoul[1].
  • 1862 : Jezuz Krist, skouer ar Gristenien, gant Troude ha Gab Milin.
  • 1912 : Levr Imitasion Jesus Krist, troet e brezhouneg gant an Otrou Uguen, chaloni a enor, rener skol Sant Visant, e Kemper, J. Salaun Leorier ; un droidigezh klok ha, war-lerc'h, ar pedennoù katolik boas.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]