Mont d’an endalc’had

L'Armée du crime

Eus Wikipedia

L'Armée du crime zo ur film gallek, sevenet gant ar filmaozour gall Robert Guédiguian e 2009.

C'hwezekvet film gant Guédiguian e oa, deuet e-maez war-lerc'h Lady Jane (miz C'hwevrer 2008) hag a-raok Les Neiges du Kilimandjaro (miz Mae 2011).

Peuzheñvel eo danvez L'Armée du crime ouzh hini L'Affiche rouge, ur film gallek all kaset da benn kent gant Frank Cassenti (1945-) ha deuet e-maez e miz Here 1976 : istor gwir ar strollad harzerien gomunour[1] Manouchian e-pad an Eil Brezel-bed. Klotañ a ra titl ar film gant gerioù — DES LIBÉRATEURS ? LA LIBÉRATION PAR L'ARMÉE DU CRIME ! — ar skritell bropaganda ruz al liv anezhi a oa bet peget ouzh mogerioù Bro-C'hall gant an Ac'huberien nazi da-heul o lazhidigezh e kreñvlec'h Mont Valérien (d'an 21 a viz C'hwevrer 1944).

Fichenn deknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kêr Bariz, ac'hubet gant al lu alaman, e-pad an Eil Brezel-bed. Kemer a ra Missak Manouchian penn ur strollad harzerien a bep broadelezhioù hag a gase da benn gwalldaolioù ouzh an ofiserien nazi hag ar genlabourerien c'hall, hep na vije doujet da reolennoù eeun ar surentez betek neuze... Daoust ma tisplij kalz d'an harluad armeniat lazhañ e vo-eñ rediet d'ober kañvoù d'e uhelvennadoù koulskoude.
Frouezhus e vo enklaskoù ha strivoù ar polis Pujol a-benn ar fin ha lakaet harz war ar strollad en e bezh e miz Here 1943 : boureviet ha fuzuilhet e vo an holl da-heul ur brizhprosez...

Roll ar gomedianed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Francs-tireurs et partisans - Main-d'œuvre immigrée (FTP-MOI).
  2. Da-geñver ar festival filmoù.