Mont d’an endalc’had

Kêriekadur

Eus Wikipedia
Grafik poblañs ar c'hêrioù e-tal hini ar maezioù dre ar bed abaoe 1970

Kêriekadur a vez graet eus ul luskad istorel o treuzfurmiñ stummoù ar gevredigezh hag a vez tu termeniñ gant ar fed da welet an niver a annezidi er c'hêrioù o vont war gresk e keñver peurrest ar boblañs (divaeziañ). Ar c'hêriekadur a vez graet boas tro-dro kêrioù hag a vez dija anezho, an tiriadoù-se a zo gwelet evel dedennus pe evit abegoù sevenadurel hag istorel (ar c'hêrioù-penn) pe abegoù relijiel (Eskoptioù Breizh, Mekka...). Gellout a ra bezañ ivez dre un tiriad dedennus e-bed an ekonomiezh, ar greanterezh pe milourel kadoniezhel (bazennoù-soudard, kampoù Roman...).

Pobladur kêriadennig war ar maez Pocahontas County, Iowa ha kêr vras Johnson County, Iowa hervez an oad. Gwelet e vez e ruz ar re yaouank en tachennoù kêrel en Iowa[1]

Lod kêrioù a zo bet ganet tro-dro porzhioù pe greanterezh staliet nepell diouzh danvezioù diazez maeneg, energiek pe denel (labourerien arbennikaet, labourerien marc'had-mat). Ar c'hêriekadur a zo ul luskad a seblant difin hag hep termen, abaoe 1800, gwelet evel rediñ gant ar gouarnamantoù hag an tisaverien.

Skouer Reudied

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reudied a zo ur gêr eus Breizh el Liger-Atlantel, arouezius eo eus ar c'hêriekadur a zo bet en 20vet kantved. War ar poltriji dindan e vez gwelet mat eêrelo bet difin kresk ar gêr o pakañ douaroù war ar maezioù hag etrezek an arvor.

Pazennadur kêriekadur kêr Reudied abaoe an XIXvet kantved

An takad kêrel a zo bet o kreskiñ dizehan, ar c'hêriekadur a vez o kemer muioc'h-mui a blas war ar maezioù hag an arvorioù.

Istor ar c'hêriekadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skouer Dubai gwelet adal un teleskop eus an NASA. Krog eo ar c'hêriekadur war ar mor e-plas mont war-zu an dezerzh

Ret eo gortoz 1800 hag ar reveulzi greantel evit gwelet poblañs ar c'hêrioù o kreskiñ buan hag hini ar maezioù o tiskenn gant an divaeziañ. D'ar mare-se e tifluk ar gêr kêriekadur gant ar ster a vez dezhañ hiziv-an deiz. Difin e seblant bezañ al luskad kêriekadur o welet dregantad ar boblañs bedel o vevañ er c'hêrioù :

1800 - 3,4%
1900 - 15%
1950 - 30%
2000 - 50%

Gant al lañs a vez hiziv gant ar c'hêriekadur, 65 % eus ar boblañs a vevo e kêr e 2025, muioc'h evit 80 % evit darn ar vroioù. Er bloavezh 2000, 213 kêr a gont muioc'h evit 1 milion a annezidi, ha 23 metropolenn a vez gant muioc'h evit 10 milion a annezidi, hag hervez an ABU ar boblañs kêrel a c'hellfe doublañ a-benn 100 vloaz. 2007 a vefe ivez ar bloavezh o welet ar boblañs kêrel o vont dreist hini ar maezioù. Etre 1900 ha 2000, ar boblañs kêrel a zo bet lieskementet dre 20, padal ar boblañs hollek dre ar bed a zo bet lieskementet dre bevar.

Kudennoù ar c'hêriekadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skouer Gizah

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Piramidenn Gizah a vez kemeret alies evel skouer pa vez kaoz eus kudennoù ar c'hêriekadur. Un emled bras a zo bet eus ar gêr Gizah a-hed ar bloavezhioù, ar gudenn a sav a-benn neuze a zo emañ an emled-se o vont etrezek al lec'h istorel.

Emled kêr Gizah war-zu al lec'h istorel

Difin e seblant bezañ emled ar c'hêriekadur met un harz a zo bet lakaet dre ma 'z eo ul lec'h touristel meur hag ul lec'h istorel hollbouezus evit Egipt.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 2000 Sifroù an U.S. Census